hervez al lezenn neuze, a gemennaz her guerza gant kement a ioa d’ezhan. Mes, heman, oc’h en em deuler d’ann daoulin, a lavaraz d’he Aotrou : En han’ Doue gortozit ganen, ha me ho paeo. Hag ar mestr gant truez outhan, n’eo ket gortoz hebken a reaz, mes rei d’ezhan diskarg euz ar pez a dlie. Kaera kaloun den ! a leveroc’h ; ne gaver ket kalz d’ober kement all ! Rouez eo, evit guir, ann dud evel hennez.
Doue avad, aliesoc’h eged bemdez, a ra muioc’h c’hoaz e kenver ar bec’herien. Raktal ma kuezont d’ann daoulin o c’houlenn trugarez, ar Mestr madelezuz a ro diskarg euz ann holl bec’hejou. Paneved-ze ne c’helfent biken en em dizamma. Goude dastum ar pez o deuz brema, ha kement a c’hounezint c’hoaz, ne gafent ket aoualc’h nag hanter da baea ho dle. Ret ve eta ho zeuler e prizoun ann ifern, siouaz d’ezho.
Eaz eo gouzout laouenedigez ar zervi-