Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/342

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 333 —

bardoun pep hini ac’hanoc’h d’he vreur a greiz kaloun.


Doue a c’houlenno kount diganeomp.


Ar roue-ze a fell d’ezhan ober kount gant he zervicherien, eo ann Aotrou Doue, ha pep hini ac’hanomp a zo enn he zervich. Etrezhan ha ni e vezo great kount, pe e kador ar binijenn, a zo eur gador a drugarez, pe e kador-varn Hor Zalver, var fin hor buez.

Unan euz ar zervicherien a dlie deg mil talant, ar pez a ra kant milion euz arc’hant ar vro-ma ; eur gual veac’h, a dra zur. Mes, petra eo kement-ze e skoaz ar bern dle a zastum darn ac’hanomp dre ho fec’hejou ? Evesait eunn nebeut ouz ann holl droug oc’h euz great abaoue ho iaouankiz, ha c’hui a velo a begement ez oc’h dleour dirag Doue.

Ar c’heaz den n’oa ket tost d’ezhan kaout peadra da baea ; hag ar mestr,