Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 332 —

veac’h eat e meaz hema a gavaz eur zervicher all hag a dlie d’ezhan kant diner ; hag o lammet d’he c’houzoug e venne her mouga : Ro d’inn, emezhan, ar pez a dleez. Daoulinet dirazhan ar zervicher-ze a lavare d’ezhan : Me ho ped, gortozit ganen, ha me roi d’ehoc’h kement a dlean. Mes, bema ne falvezaz kel gedal, hag a reaz taoler egile er prizoun, ken na vije paeet he zle. O velet petra a dremene, ar zervicherien all, glac’haret holl, a ieaz da ziskuill d’ho mestr kement a ioa c’hoarvezet. Neuze ar roue her galvaz hag a lavaraz d’ezhan : Servicher divad, asroet am euz d’ehoc’h ho tle holl, pa c’houlennec’h trugarez ouzinn ; ne dliec’h-c’hui ket kaout truez ouz ar zervicher all, evel m’am euz me bet truez ouzoc’h ? Hag ar mestr, eat droug ennhan, hen lakeaz etre daouarn ar vourrevien ken n’en divije paeet he holl dle. Evel-se a rai d’ehoc’h va Zad euz ann env, ma ne