Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/340

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 331 —






KENTA SUL VAR’NN-UGENT
GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xviii.)


————


Er mareou-ze, Jezuz a gomsaz ouz he ziskibien dre ar barabolenn-ma : Henvel eo rouantelez ann env ouz eur roue a c’hoanteaz ober kount gant he zervicherien. Al labour-ze o veza digoret, e oue digaset dirazhan unan a dlie d’ezhan deg mil talant. Evel n’en doa ket peadra da baea, ar roue a gemennaz ma vije guerzet hen, he c’hreg, he vugale, ha kement a ioa d’ezhan evit paea ann dle. Mes, ar zervicher-ze o kueza d’ann daoulin, her pede, enn eur lavaret : Gortozit ganen, ha me baeo kement a dlean. Gant truez ouz ar zervicher-ze, ann Aotrou hen lezaz da vale hag a asroaz d’ezhan he zle. Mes, a