Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 330 —

buhan daved ann hini a c’hell hon dizamma. Pa c’houlennimp diganthan hirr-vuez, iec’hed, madou, meur a vech n’hor selaouo ket. Kendalc’homp evelato d’her pedi ec’hiz a reaz ofiser Kapharnaum ; ha ma ne ro ket d’eomp c’hoaz hor goulenn, kredomp n’oa ket eunn dra talvouduz d’hor zilvidigez. Dougomp neuze hor c’hroaz a galoun vad o c’houzout peger braz eo furnez ha karantez hon Tad euz ann env.

Evel-se eo oc’h euz-c’hui digemeret bete vrema ho poaniou a gorf pe a spered ? Anavezet oc’h euz e teuent euz dourn madelezuz ann Aotrou Doue ne glask e pep tra nemed mad he grouadur ?

Pedenn. — O va Zalver, a roaz ar iec’hed da vab ofiser Kapharnaum, hag ar feiz da holl dud ann ti, grit d’inn me ive kredi stard ar pez a zesk d’eomp ann Iliz divarbenn ho kalloud hag ho madelez, evit m’am bezo bepred fizianz enn-hoc’h. Evel-se-bezet-great.