Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 336 —

diskarg d’ehoc’h euz hoc’h holl dle, c’hui a fell d’ehoc’h beza paeet beteg ann diner diveza ? Lakit evez na vec’h diskuillet ha na zeufe ar mestr da glask enn dro, ar pez a zonje da lezel ganehoc’h.

Mes, n’eo ket evelse a c’hoarvezo. Doue a oar petra dremenn enn ho kaloun, ha ne bardouno ket d’ehoc’h ho pec’hejou, ma ne bardounit hoc’h unan da gement hini o pefe leac’h da glemm anezho.

Heuliomp eta ar gentel roet d’eomp ama gant Hor Zalver, ha merket ive er bedenn a lavaromp ken aliez : Dimitte nobis debita nostra ; pardounit d’eomp hon ofansou evel ma pardounomp d’ar re o deuz hon ofanset ; rak, mar bezomp bet trugarezuz e kenver ar re all, ni ive a gavo trugarez dirag Doue. Evelse-bezet-great.


————