digant ann holl. Aoaulc’h e vezo dougenn gant feiz ha guir zentidigez ar c’hroaziou en deuz hadet ann Aotrou Doue var hent pep hini ac’hanomp. Ho skuizder, ho labourou pemdeziek, ar ienien, ann domder, ann naoun, ar zec’hed, ar c’hlenvejou, ar poaniou spered, ann enkrezou ker stank enn ho puez, ann diezamant oc’h euz evit senti ouz gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, o vont d’ann ofisou dre henchou fall ha gual amzer, o vont da govez ha da zakramanti, oc’h ober iun ha vijil, kement-ze holl a zo pinijennou talvouduz braz evit ar zilvidigez.
Eur c’hristen aketuz da lakaat ar madou-ze etre daouarn Doue, a zeui pinvidik e berr amzer, hag en devezo heuliet ar gentel roet d’eomp enn Aviel hirio.
Pedenn. — O va Zalver, dre oberou koulz ha dre gomsou oc’h euz prezeget ar binijenn ; grit d’eomp ar c’hras da zenti ouzoc’h bepred. Evel-se-bezet-great.