Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

zint netra d’ann neb ho doug enn despet d’ezhan ; ha meur a hini siouaz d’ezho, goude tremen ho buez e kreiz ar brasa ankeniou, en em gavo dibourvez a vadou dirag Doue abalamour n’o devezo ket lakeat ho foan etre daouam ar mestr-ze.

Mes, ma’r d’eo ret gouzanv er bed-ma, na gredet ket e vezimp ato enn dristidigez var hent santel ar binijenn. D’ann hini he digemer a volonte vad, ar groaz a ro aliez mui a euruzdet eged na rafe plijadureziou ann douar. « E kreiz va zrubuillou, eme zant Paol, va c’haloun a zo leun a levenez. » Epad m’en devoa dienez a bep tra, e broiou ann Indez, sant Fransez Xavier ne baoueze da skuill daelou a joa.

Ouspenn-ze, ne leverer ket d’eomp e ve ret, evit ober pinijenn, kerzet var roudou ar zent o deuz bevet divar bara ha dour, kousket var ann douar ien, douget gouriz reûn pe houarn. Ann traou-ze a zo kaer, evit guir ; mes, n’ho goulenner ket