Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

Doue pe ouz ann nesa. Neb a zo a viskoaz didamall n’en devezo, a dra zur, leac’h ebet da geuzi d’he bec’hejou he unan ; mes, o karet Doue evel ma ra, e vezo glac’haret euz ann dismegans great d’ezhan gant ar bec’herien. Evel-se, peb ene kristen a ziskuezo kasouni ouz ar pec’hed, hag a rai kement a vezo enn he c’halloud pe evit rapari ann drouk-ze pe evit en em zioual diouthan. Hen ober a c’hello dre boaniou ar c’horf ha re ar spered ; ann eil rumm hag egile a zo talvouduz braz evit ann env pa vezont gouzanvet gant feiz ha kinniget da Zoue.

Mes penaoz ne zeufe ket ann den paour d’en em glemm enn he drubuillou ma ne anavez dourn ann tad karantezuz zo ouz her skoi, ma ne c’hoar ket ema, dre ar poaniou-ze, pe o paea dle ar pec’hed pe o kaeraat he gurunen er baradoz ? Rak-ze, evit ma vezo mad, ar binijenn a dle ato tizout hor c’haloun ha beza digemeret ganthi. Ar pounnera kroaziou ne dalve-