Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

nez n’euz ganthan nemed gevier hag ardou fallakr. Noz deiz, eme ann Aviel, ema var hon tro gant ïoul taga ann eneou ; ha ma’r deo guir e c’hell ar bedenn ha sin ar groaz her pellaat diouzomp, avechou koulzgoude, dioc’h lavar Hor Zalver, ne vezer treac'h d’ezhan nemed dre ar iun pe ar binijenn. Abalamour da ze e velomp ar zent o pellaat diouz ar bed, o tioueret kalz traou ha n’oant ket difennet, oc’h ober brezel d’ho c'horf evel d’ar c’hrisa adversour. Darn anezho, evit guir, o veza bet pec’herien, o devoa dle da baea ; mes, niver a re all, evel Iann-Vadezour, chomet ato dibec’h, o deuz great evelato pinijennou skrijuz ; anez ann dra-ze e vijent peurvuia kuezet e meur a zizurs.

Er binijenn gourc’hemennet d’eomp gant ann Aviel ez euz daou dra : Ann displijadur a ra d’eomp ar pec’hed enebour Doue, hag ar boan a gemerer evit digoll ar gaou great dre ar pec’hed ouz