Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

env ; ha dle ar pec’hed a c’houlenn beza paeët er bed-ma pe er bed all. Hogen, poaniou ann douar o veza dister ha skanv e skoaz re ar purkator, peb den fur a glasko en em dizamma heb gortoz pred ar maro.

Pa c’houezo en deuz peur baeët da justiz Doue, hag hen a c’hello neuze da vihana dilezel ar binijenn ? Nann, ezomm en devezo c’hoaz euz al louzaouen-ze evit miret da gueza adarre er pec’hed. Ann dra-ze a zo sklear aoualc’h d’ann holl. Var hent ar zilvidigez e kavomp bepred tri enebour ; ar c’hik, ar bed hag ann drouk-spered. Ar c’horf a zo eul loen direiz karget a dechou fall. Ma’r be lezet enn he blijadur ha roet d’ezhan kement a c’houlenn e tirollo abred hag hor c’haso da goll. Ar bed a zo treitour, ha ma’r fell d’ehoc’h heulia he c’hiziou, darempred he c’hoariou, rak n’ho c’havit ket mezuz agrenn, c’hui a ielo buhan pelloc’h eged na zonjec’h. Evit ann drouk-spered, hen-