Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

dezour, penaoz e fell d’ehoc’hui beza espernet gant kounnar ann Aotrou Doue ? Grit pinijenn eta, ha grit heb dale, rak setu ar youc’hal var griziou ar vezenn, hag houma a vezo troc’het ha stlapet enn tan nemed kavet e ve ennhi frouez a zoare. » Gourdrouzou Jezuz a ioa ken dizamant da nebeuta. « C’hui, emezhan, d’ar Iuzevien, a zo henvel ouz beziou guennet brao enn diaveaz, ha leun a vreinadurez ann diabarz anezho. Karout a rafec’h tremen evit tud santel, ha pa dalv ho kaloun zo pezel gant ar fallagriez. »

Mes, ouz piou e sell ar binijenn-ze merket ken sklear enn Aviel ? Ouz ann holl ; ouz ar gristenien vad koulz hag ouz ar vrasa pec’herien.

Eaz eo koumpren e ve ret d’ar pec’her kaout keuz ha poania da zigoll ar gaou en deuz great ouz Doue pe ouz ann nesa ; rak heb glac’har ar galoun ne c’hello morse en em unani gant he Dad euz ann