Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —
re a c’houlenne pardoun euz ho fec’hejou, evel ma lenner skrivet e levr ar prophet Isai : « Klevet e vezo eur vouez o lavaret a bouez penn el leac’hiou distro : « Kempennit he hent d’ann Aotrou ; ehunit ar guenojennou d'ezhan ; pep traonien a dle beza stanket ; peb menez ha pep torgenn, diskaret ; ann henchou kamm a vezo ehunet hag ar re zisplean, koumpezet ; ha peb den a velo ar Zalver digaset gant Doue. »
Ar binijenn.
Sant Iann a brezegaz ar binijenn, hag Hor Zalver he unan p’en em lakeaz da gelenn ar bobl a roaz d’ezhan raktal ar memez kentel. « Holl e viot kollet, emez’ho ma ne rit ket a binijenn. » Ha, gant aoun n’o divije ann dud diegi o staga d’ar boan e komsent rust meurbed outho. « Ouenn aered-viber ma’z oc’h, a lavare ar Ba-