Ur gudenn ez eus bet e-ser adlenn ar bajenn-mañ
— 26 —
EVIT GOUEL NEDELEK [1]
D’ANN OFEREN A HANTER-NOZ
(Sant Lukas, Chab. ii.)
————
D’ar mareou-ze ann impalaer Aogust a roaz urz da niveri ann holl dud euz ar bed. Syrinus, gouarnour ar Syrii eo a reaz al labour-ze. Ann holl a iea da lakaat ho hano, peb hini er gear el leac’h m’oa ganet. O veza euz ti hag euz lignez David, Joseph à ieaz ive euz a gear Nazareth, er Galilee, da gear David, galvet Bethleem, er Judee, evit rei he hano gant Mari, he bried, a ioa dougerez. Epad m’edont eno e teuaz he foent da c’henel, hag e lakeaz er bed he mab hena. Goude he veza mailluret hen astennaz er c’hraou ; rak n’oa ket a blas evitho enn hostaliri. Hogen, var-dro Bethleem ez oa mesaerien à jome