Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/335

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 326 —

da vervel. Jezuz a lavaraz eta d’ezhan ; Nemed guelet a rafec’h burzudou ha traou souezuz, ne gredit ket. Deuit, Aotrou, abarz ma varvo va mab, eme ann ofiser d’ezhan. It, a lavaraz Jezuz d’ezhan, ho mab zo leun a vuez. Ann den-ze a gredaz d’ar gomz a lavare dezhan Jezuz, hag a ieaz. Mes, epad m’edo enn hent, e tiguezaz ganthan he zervicherien, a roaz d’ezhan ar c’helou oa pare he vab. Goulenn a reaz eta pe da vare oa en em gavel guelloc’h. Hag e leverjont d’ezhan : Deac’h, da zeiz heur, oa eat ann dersien divarnhan. Ann tad a anavezaz eo d'ann heur-ze en doa lavaret Jezuz d’ezhan : Ho mab zo leun a vuez ; hag e kredaz he-unan, hag holl dud he di ive.


Mab ofiser Kapharnaum.
Pegen talvouduz eo ar c’hlenved.


Aliez e klemmomp euz ar poaniou a