Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/334

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 325 —

derc’hel er pec’hed hag enn dizurs, daoust da genteliou ha gourdrouzou hor mam zantel ann Iliz, pa zeui ar roue Jezuz da varn ar bed, hon taolo enn ifern, heb ma kafemp tro ebet d’en em dizamma.

Pedenn. — O va Zalver, p’oc’h euz bet ar vadelez d’am gervel da leina gant ho pugale muia-karet, grit d’inn ive ar c’hras da zougenn atao ar zae eured euz ho karantez, evit m’am bezo eunn deiz digemer ouz taol ann elez hag ar zent enn envou. Evel-se-bezet-great.





UGENTVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Iann, Chab. iv.)


————


Enn deiz-ze, eunn ofiser a ioa klanv he vab e Kapharnaum. Hema, o veza klevet e teue Jezuz euz ar Judee d’ar Galilee, a ieaz d’he gaout, hag her pedaz da vont evit parea he vab a iea