gemennaz d’ann ebestel hor c’hlask dre bevar-c’horn ann douar, hag hor pedi da leina enn he Iliz : ha petra bennag m’eo saouruz d’hor c’halonn ar bara a gavomp aze, n’eo c’hoaz nemed ennn tanva dister euz Ann hini a zebrimp da virviken er baradoz.
Koulzgoude, menr a hini, enn deiz hirio ive, a ra c’hoaz skouarn vouzar, pe a gav digareziou evit pellaat diouz taol Jezuz. Hiniennou zoken a ia beteg skei ha laza ar re zo kaset gant Doue d’ho gervel ; hed ann amzer e klevomp hano euz misionerien lakeat d’ar maro, e penn pe benn euz ar bed.
Evidomp-ni holl on euz selaouet, a bell zo, mouez Hor Zalver ha digemeret sklerijenn ar feiz. Mes, n’eo ket aoualc’h beza deuet da leina ; diouallomp n’or be ket ar viskamant zo ret evit azeza gant mignounet ann Aotrou Doue. Eur vez e ve d’eomp beva ec’hiz paianed e mesk ar gristenien ; ha ma vemp ken digoustianz da gen-