Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/332

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 323 —

Piou ne anavez ket ar pez o devoue ar bropheted da c’houzanv ? Digaset da lavaret d’ezho hasta buhan, rak m’oa diguezet ar mare diveza, Iann Vadezour a oue lakeat d’ar maro. Ann ebestel ive a oue taolet er prizoniou ; ha darn anezho, tamallet gant ar Iuzevien, a gollaz ho buez. Eat skuiz gant dallentez ann dud diskiant-ze. Doue a skoaz dizamant ; rak, evit senti outhan, nebeut bloaveziou goude, e teuaz soudardet Rom da c’hueza ann tan e kear Jerusalem ha da laza didruez gragez ha bugale koulz ha goazed.

O velet e chome goullo kalz euz plasou ar re en doa pedet da genta, ar roue, eme ann Aviel, a c’halvaz tud a zu-ma hag a zu-hont, heb sellet piou e vijent. Evel-se a ra ive ann Aotrou Doue, e kenver rouantelez ann env. Ni, ken etrezomp, bugale ar baianed, n’oamp ket galvet gant ar re genta. Mes, Hor Zalver pa velaz ar Iuzevien oc’h ober fae var he c’hrasou, a