Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/336

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 327 —

gorf pe a spered a c’hoarvez ganeomp er bed-ma, ha koulzgoude ez int eunn testeni sklear euz furnez ann Aotrou Doue hag euz he vadelez enn hor c’henver. Evel ma’z omp holl pec’herien eo dleet d’eomp beza skoet abred pe zivezad ; hogen, trubuillou ar vuez-ma a zo berr ha skanv e skoaz ar pez a c’houzanver er bed-all. Talvouduz eo eta e poesfe dourn Doue varnomp eur vech dr’enn amzer ; rak neuze eo anat e fell d’ezhan hon espern goude ar maro. Ouspenn-ze ar c’hroaziou a ra d’eomp kaout sonj euz a Zoue, hag a zeu evelse da veza evidomp eunn eienen a c’hrasou. Ar gentel oc’h euz nevezig lennet hen diskuezo da bep unan.

Piou n’en divije truez ouz ann ofiser-ze a ioa he vab dare da vervel ? Ha goulzgoude paneved ar c’hlenved-ze, nag hen na tud he di marteze n’o divije biken anavezet Jezuz-Krist. Hor Zalver en doa dija tremenet meur a vech e Kapharnaum, prezeget ha great eleiz a vurzudou