Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 320 —
NAONTEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxii.)
————
Er mareou-ze, Jezuz a gomze c’hoaz enn doare-ma ouz prinsed ar veleien hag ar Pharizianed : Henvel eo rouantelez ann env ouz eur roue a c’hoanteaz ober eured he vab. Kas a reaz he zervicherien da c’hervel ar re a ioa pedet d’al lein eured, hag hi ne falveze ket d’ezho dont. Eunn eil guech e kasaz servicherien all o lavaret : Kemennit d’ar re am euz pedet : Setu aozet lein ganen ; lazet eo va eujennet hag al loened lard, ha pep tra zo prest ; deuit d’al lein eured. Mes ar re-ma ne rajont van, hag a ieaz unan d’he verouri, eunn all vardro he genverz ; ar re all a grogaz er zervicherien hag ho lazaz goude beza great dismegans d’ezho. Ar