Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/330

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 321 —

roue o veza klevet kement-ze a ieaz drouk ennhan ; kas a reaz he zoudardet da laza ar vuntrerien-ze ha a zevi ho c’hear. Goude e lavaraz d’he zervicherien : Al lein eured a zo aozet ; mes, ar re am oa pedel n’oant ket din. It eta dr’er c’hroaz-henchou ha galvit da leina kement hini a gafot. Hag o veza eat var ann henchou, ar zervicherien a zastumaz kement a gavjont, fall ha mad ; ha setu leun ar zal eured a dud ouz taol. O veza deuet da velet ar re a ioa o leina, ar roue a gavaz eno eunn den n’en doa ket guisket he zae eured. Hag e lavaraz d’ezhan : Va mignoun, penaoz oc’h euz kredet dont ama heb ho sae eured ? Hema ne respountaz ger. Neuze ar roue a lavaraz d’he zervicherien : liammit he zaouarn hag he dreid d’ezhan, ha taolit hen er meaz, enn devalijen ; aze e vezo guelvan ha skrignadek dent. Rak eleiz a zo galvet, mes, nebeut

zo choazet.

21