Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 319 —

penn kenta e c’helfe kaout gual veac’h gantho ; gant ann amzer avad, dre c’hras Doue, e teuint da veza skanvoc’h.

Erfin, Jezuz a lavaro d’ezhan : vade in domum tuam, it d’ar gear ! O vont da redet pell diouz he di ; o c’hoantaat guelet ha klevet pep tra ; o tarempred kalz re a dud heb taoler evez outho, oa en em gollet ann ene paour-ze. Ma kar, enn amzer da zont, tec’het diouz ann ebatou ha chom aketusoc’h er gear, da c’houzout eo, beilla var he zaoulagad, he ziouskouarn, he holl skianchou, neuze, e leac’h klenvel adarre ha mervel, e kemero bemdez muioc’h mui a nerz, hag e vevo da virviken e karantez ann Aotrou Doue. Evel-se-bezet-great.


————