Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 308 —

da veza humbl ive enn ho c’homsou pa gavaz abeg braz er Pharizian a lavare enn eur ober he bedenn : Me n’ounn ket laer, na den fall ; me a iun daou zevez er zizun, hag a ro kalz aluzennou, etc. Hennez, hervez Hor Zalver, ne reaz nemed samma he goustianz. Ret eo beza berr a skiant evit komz enn doare-ze dirag ann dud ; rak, ma n’her grear dirazhan, evit adren kein sur aoualc’h e vezo c’hoarzet d’ann neb a glever aliez o sini he gloc’h.

Ouspenn beza humbl enn oberou ha komsou, Jezuz a c’houlenn e vemp-ni c’hoaz humbl a galoun. Ia, re nebeut eo d’eur c’hristen chom heb en em zevel dreist ar re all, hag heb bruda he oberou mad ; ret eo d’ezhan ive gouzanv beza dianavezet, gual vrudet goapeat, tamallet e gaou ha gual gaset. Ann eneou santel n’eo ket hebken digemeret, mes klask a reont ar c’hroaziou-ze. Pa c’houlenne Hor Zalver ouz sant Iann ar Groaz petra c’hoantea da gaout evit ar vad great