nerz, d’ho gened, d’ho skiant pe ho deskadurez. Eur gual glenved o deuz, hag a viro na vent mignouned da Zoue, rak, derc’hell a ra penn d’ar re ourgouilluz, eme ann Aviel Deus superbis resistit. Ezomm braz o defe eta da vont da skol Hor Zalver, evit deski ganthan beza humbl a galoun, a gomsou hag a oberou.
Hogen, humbl eo enn he oberou ann hini a oar senti ouz kement o deuz galloud varnezhan ; ann hini ne gemer ket a zroug pe gasouni evit guelet ar re all er c’hargou huel, hag er plasou kenta, pe guelloc’h deuet ha muioc’h karet egethan : ann neb a ra vad heb ma ve den o sellet outhan, rak neuze eo sklear ne c’houlenn ket beza meulet. D’ar Pharizianed, Jezuz ne gemenn netra ken er gentel-ma, ha c’hoaz ma lavar d’ezho chom izel, eo gant aoun na ziguezfe d’ezho kaout mez o veza diskaret dirag ann holl.
Eur vech all evel kent ec’h aliaz anezho