O veza pareet ann den koenved a en em gavaz e ti ar Pharizian, Jezuz a ouie e vije tamallet gant doktored al lezenn, evel pa zifennje Moisez rei ar iec’hed d’eur c’hlanvour n’euz forz pe da vare. Rak-ze e roaz d’ezho ar gentel-ma e berr-gomzou. Ma kuezfe hoc’h azenn pe hoc’h eujenn er punz da zadorn, daoust ha c’hui a c’hedfe ann deiz varlerc’h evit hen tenna ac’hano ? Hag e rebechoc’h d’inn-me beza great vad d’ar c’heaz den-ma, a zo klanv abaoue pelL amzer !
Neuze e kavaz tro d’ho skolia c’hoaz ha da gelenn ann holl o teski d’ezho beza var evez ouz ann ourgouilh Ann tech fall-ma, henvel aoualc’h ouz ar c’hoenv, a ra d’eunn den c’hueza ive o klask en em zevel dreist ar re all. Ia. bez’ ez euz tud hag a fell d’ezho bepred tremenn araok ann holl abalamour d’ho danvez, d’ho