Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/318

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 309 —

gantkan, ar zervicher Doue a respountaz : « Beza disprijet ha kaout poan abalamour d’ehoc’h. »

Dibaot hini a ielo hiviziken keit all var ann hent-ze ; mes, ret eo d’eomp koulzgoude labourat da veza humbl a galoun, ha ken aliez ha bemdez e kavomp tro d’hen ober. Mad, eunn taolik bep enn amzer skoët var griziou ar vezenn a ra d’ezhi laoskaat, hag, eur pennad goude, eo eaz da beurziskar. C’hui ive, o stourm aketuz ouz ann ourgouil, a zisc’hrizienno erfin ar pleg milliget-ze euz ho kaloun.

Evelato kaer on defe poania ne deuimp ket da veza humbl ac’hanomp hon unan. Pedomp eta ar Zalver-ze a bareaz ann den koenved, da lamet ive koenv ann ourgouil euz hon ene. Ha mar bezomp en em izeleat eveldhan var ann douar, ganthan ive ni a vezo savet huel enn env. Evel-se-bezet-great.


————