Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/306

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 297 —

tez, ann eil anezho ne vual varno ket ar pez zo kavet mad gant egile. Goude ma vent enebourien memez, neb zo gouizieg ha treitour aoualc’h, a c’helfe en em ober gantho ho daou, o rei da gredi da bep hini anezho, ez ema holl enn tu ganthan. Mes, e kenver Doue, ne dalv ket klask troidellerez ha finesaou ; rak, anaout a ra hor mennoziou muia kuzet, koulz hag hor c’homsou pe oberou ; ha mignoniaj etrezhan hag ann drouk ne vezo birviken. Penaoz bennag a rafemp eta, ne blijimp morse d’ezhan pa vezo stag hor c’haloun ouz madou ar bed-ma.

Ne veler ket e c’helfe ar paoura euz ann dud dioueret he voued nag he zillad. Mad, daoust d’ann ezomm braz on euz anezho, Jezuz a zifenn ouzomp kaout re a nec’h divar ho fenn. Klevit petra a lavar. Sellit, emezhan, ouz al labousedigou ; ne hadont ha ne eostont netra ; ha koulzgoude e kavont ho bevans. Ha pa zeu Doue da vaga krouadurien ken