N’euz forz pe hini euz hor plegou fall en defe ar gounid varnomp e vezimp distroet ganthan diouz hent ar baradoz. Koulzgoude, er gentel-ma, Hor Zalver a gomz dreist pep tra eneb d’ar garantez re vraz evit madou ann douar.
Ar furnez, evit guir, a gemenn da bep unan espern kalz pe nebeut, hervez he c’halloud, gant aoun na zeufe, dre eur gual darvoud bennag, da gueza enn dienez. Mes, var ann digarez-ze, darn a fell d’ezho bernia danvez, hag a stag re ho c’haloun ouz ann arc’hant, ken na zeu hema da veza ho Doue. D’ar re-ze eo evesaat ouz ann Aviel hirio.
Ne c’heller ket, eme Jezuz, servicha daou vestr var eunn dro ; ha c’hui ne blijot ket da Zoue mar bez diaoul ann arc’hant enn ho kaloun. Tremenn a rafet c’hoaz diouz daou vestr hag a en em glev ; rak, evel ma ’z int unanet dre ar garan-