Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 295 —

muioc’h egetho ? Pe hini ac’hanoc’h gant he holl ijinn zo goest da astenn he vent euz eunn ilinad hebken ? Gant ho tillad ive perak en em enkrezi ? Evesait penaoz e sav al lili er meaziou : na labourat, na neza ne reont. Ha koulzgoude me lavar d’ehoc’h, Salomon he-unan, pa veze enn he gaera, ne oue biskoaz guisket evel unan euz ar re-ze. Mad, pa blij gant Doue guiska evel-se eur c’heotenn, zo hirio er park, hag a vezo varc’hoaz taolet enn tân ; pegement muioc’h a rai d’ehoc’hui, tud laosk a feiz ? N’en em nec’hit ket eta beteg lavaret : petra a zebrimp, petra a evimp, a betra en em wiskimp ? Ann traou-ze holl, ar baianed a vez nec’het gantho ; mes, evidoc’hui, ho tad zo enn env a oar oc’h euz ezomm anezho. Klaskit eta da genta rouantelez Doue hag ar zantelez ho kaso di ; hag ann holl draou all a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had.