Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 294 —





PEVARZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. vi.)


————


Enn deiz-ze Jezaz a lavaraz d’he ziskibien : Den ne c’hell servicha daou vestr asamblez ; rak, pe en devezo kasouni ouz unan, ha karantez evit egile ; pe e vezo douget evit unan epad ma tisprizo egile. Ne c’hellit ket eta, var eunn dro, servicha Doue hag ann arc’hant. Rak-ze e lavaran d’ehoc’h : N’en em nec’hit ket da c’houzout petra zebrot evit beva, na petra a gafot da wiska ho korf. Daoust hag ar vuez ne dalv ket hirroc’h eget ar bouet, hag ar c’horf, hirroc’h eged ann dillad ? Sellit ouz laboused ann env ; ne hadont, ne eostont, ha ne zastumont netra e grignoliou ; hag int maget gant ho tad euz ann env. Ne dalvezit-c’hui ket kalz