Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 293 —

ene, ha ma sentit ouz kuzuliou ar medisin-ze.

Beleien al lezenn goz ne reant nemed guelet ha diskleria piou a vije neat ha piou ne vije ket ; ann hini a zalc’h brema plas Hor Zalver e kador ar binijenn en deuz galloud da barea holl glenvejou ann ene.

P’o pezo kavet avad ar vuez hag ar iec’hed. gouezit da biou oc’h dleourien euz ar madou-ze. Euz a zeg den a velomp pareet ama, unan hebken a zeuaz da drugarekaat Doue. Ne ouzon pe e c’hoarvezaz drouk pe ne reaz ket gant ann nao all. Mes, evidoc’hui a guezo buhan adarre ma ne zalc’hit tost da Jezuz.

Bezit aketuz eta da lavaret bennoz d’ezhan ; neuze ho feiz hag ho karantez a rai d’ehoc’h beza salvet. Evel-se-bezet-great.


————