lavare d’he vestr tec’hel diouthan rak ma’z oa pec’her. Neuze e vezo selaouet he bedenn koulz hag hini ann deg den lor.
Mes, oc’h ober outhan eur zell a druez evel ouz ar glanvourien-ze, Jezuz a lavaro ive d’ezhan : Ite, ostendite vos sacerdotibus. Kea d’en em ziskuez d’ar beleg. Eaz oa d’Hor Zalver parea ar re-ze ec’hiz m’en devoa dija pareet kalz re all ; mes, c’hoantaat a ra e ve miret al lezenn hed a hed. Dizamma a c’helfe ive, dreizhan he-unan, koustianz ar pec’her ; mes, gourc’hemennet eo kovez, hag e lavar d’ehoc’h, pec’her paour, mont da gaout ar beleg. En em lakit eta enn hent, heb dale.
Marteze, araok diguezout, c’hui a vezo dija pareet dre eur c’hlac’har vraz d’ho pec’hejou hag eur guir garantez evit Doue. Mes, ha pa vec’h c’hoaz gual glanv o taoulina eharz treid ho konfesour, c’hui zavo ac’hano ker iac’h ha biskoaz ma tiskuezit gant lealdet holl gouliou hoc’h