pulso. Ar zonj hag ar c’halloud da bedi eo ann taol skoet gant he zourn madelezuz. Na zaleomp ket avad da zigeri, enn aoun na zeufe da skuiza ha d’hon dilezel evit atao. Pedomp eta evel ann dud keiz a velomp ama o klask ar iec’hed.
Mes, ar re-ma a zav ho mouez huela ma c’hellont : levaverunt vocem. Kement-ze a ziskuez o deuz c’hoant braz da veza pare, ha n’o deuz ket aoun e ve sellet outho, daoust ma’z eo mezuz aoualc’h ho c’hlenved. Ar pec’her ive a dle pedi kalouneg hag anzav stad he goustianz petra bennag m’eo poaniuz hen ober.
Ann dud-ma c’hoaz a jomm pell dioc’h Hor Zalver ; lezenn Moizez a zifenne outho mont tost d’ar re all, abalamour m’oa staguz ar c’hlenved. O velet pegen louz eo he ene, ar pec’her zo deread d’ezhan ive chom a bell, da lavaret eo en em izelaat a galoun dirag ann Hini zo teir guech santel, ec’hiz ar publikan en em zalc’he e traon ann templ, ha sant Per, a