Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 290 —

d’ehoc’h beza pare eveld’ho, deskit gantho petra oc’h euz da ober.

Raktal ma velont Hor Zalver, e reont d’ezhan ar bedenn-ma : Jesu prœceptor, miserere nostri, Jezuz, hor mestr, bezet truez ouzomp. C’hui ive, pec’her, a dle pedi. Evit guir, ann Aotrou Doue avechou ne c’hortozo ket on defe great netra, hag hon diframmo, evel enn despet d’eomp, euz daouarn ann drouk-spered. Sant Paol a ioa kounnaret ouz ar gristenien, pa oue skoet e kichen kear Damaz, ha pa deuaz, enn eunn taol, da veza unan euz guella servicherien Jezuz.

Mes, ann traou-ze ne c’hoarvezont nemeur ; ha peurvuia eo ret d’ar pec’her goulenn trugarez, o lakaat da dalvezout gras ar bedenn a zo bepred kinniget d’ezhan. Hor mouez a vezo buhan selaouet ; rak, goude beza taolet er meaz euz hor c’haloun, evel p’en defe diegi o vont kuit, Doue a jomm e tal ann or, hag a sko varnhi bep enn amzer : Sto ad ostium et