Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 298 —

dister, c’hui zonj e lezo da vervel gant ann naonn, bugale a zo great diouz he henveledigez ?

Guelit, ne lavar ket bokedou ar jardin a vez kaereat dre aket ha gouiziegez ann den, mes bokedou ar parkeier a zav anezho ho-unan ; biskoaz roue n’en devoue skedusoc’h mantell. Ha goude rei henvelep guiskamant d’eur boket a bado eunn dervez hebken, ann Tad euz ann Env ho lezfe c’hui enn noaz ? N’oc’h euz eta feiz ebed mui ?

Ar baianed a c’hell en em nec’hi gant ann traou-ze, pa ne anavezont ket Doue ; c’hui avad, a ve mez d’ehoc’h hen ober. Hag ouspen-ze, ne dalv ket d’ehoc’h en em jala. Kaer o pe lakaat poan hag ijinn, ne c’hounezot netra ac’hanoc’h hoc’h unan. Klaskit eta, dreist holl ha da genta, plijout da Zoue dre ho lealdet hag ho puez kristen ; neuze o pezo rouantelez ann env, ha traou ar bed-ma var ar marc’had.