Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 281 —

Kemper, e Kemperle, pe enn eul leac’h all ; rak, eno e guirionez, en em gavit hoc’h unan, enn eur plas sioul ha distro, hag e c’hell ar Spered-Santel rei d’ehoc’h he holl genteliou. Eur c’hiz vad eo eta mont d’ar retrejou-ze, da nebeuta eur vech pe ziou enn hor buez.

Goude beza tennet ann den paour euz a greiz ar bobl, Jezuz a zavaz he zaoulagad varzu ann env, a laoskaz eunn huanad, ha neuze gant eur gomz her pareaz.

Kement-ze a ziskuez eo ret pedi kalouneg, hag avechou ober pinijenn araok digas enn hent mad eur c’hristen a zo mud ha bouzar ; rak, aliez, enn ene keaz-ze ez euz eunn diaoul ne vez poulzet kuit nemed dre ar iun hag ar bedenn, in jejunio et oratione, eme ann Aviel. Jezuz, evesait c’hoaz, ne lavar ket da deod ar c’hlanvour : bezet distag. Ann teod-ze a ia enn dro anezhan he-upan raktal m’eo digoret ann diouskouarn. Kenta zo d’ober