Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 280 —


Hen tenna a ra, eme ann Aviel, euz a douez ar bobl ; ec’hiz pa ne vije ket goest da rei d’ezhan ar iec’hed keit ha m’edo e mesk ar re all. Gallouduz aoualc’h oa d’hen ober koulzgoude. Ar pez ne c’hoarvez nemeur avad eo guelet, oc’h en em gonvertisa e kreiz trouz ar bed, pec’herien dilezet gantho ann oberou kristen ha divoazet da zelaou komsou Doue. Penaoz ez afe ar virionez doun enn ho spered epad ma trevellont gant ho labouriou, ho marc’hajou pe ho ebatou ? Ha pa deufe eur bannik sklerijenn bennag beteg ennho, buhan e vezo goloet gant ar vogedenn denval a zav euz ho c’houstianz. Araok beza kristenien a zoare, ar glanvourien baour-ze o defe ezomm euz eur mision pe eur retred. Kaera tra eo eur mision evit eur barrez ! Nag e tlefe beza laouen ann holl galounou pa glevont o devezo heb dale ar c’hras dibab-ze a berz Doue ! Evelato, talvoudusoc’h eo c’hoaz eur retred great e Lesneven, e