ioul en devoa evelato da barea ann eneou ; hag e peb burzud great ganthan ez euz eur gelennadurez talvoudeg d’ar gristenien evit ho zilvidigez.
Ann den mud a verk d’eomp eur c’hristen ne ra ra mui pedenn ebet, ne ia morse da govez, hag a lezo lavaret dirazhan komsou a zo eunn dismegans evit Doue, ar zent hag ann traou sakr, pe noazuz d’ann nesa.
Ann den mud ha bouzar eo ann hini, ouspenn tevel pa ve ezomm prezeg, ne fell d’ezhan klevet na gourdrouzou, na kuzuliou a zouzder. Guasoc’h kalz eo ann eil stad-ma eged ar c’henta ; rak, peger klanv bennag e ve ar galoun, pa jomm ann diouskouarn digor da genteliou ar furnez, e c’heller distrei adarre var ann hent mad ; e leac’h ann hini ne zelaou mui den ebet, a ielo d’en em beurgoll. Evit diskuez pegen diez eo ar c’hlenved-ma da barea, Hor Zalver a gemer muioc’h a dro gant ann den mud ha bouzar.