Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 282 —
eta evit ar bec’herien mud ha bouzar eo ho lakaat da glevet.
Pa zelaouint aketuz komsou Hor Zalver, a zo hervez sant Paol, lemm evel eur c’hleze a ia bep taol d’ar beo, neuze, abred pe zivezad, ho c’haloun a vezo tizet, ha goude-ze e prezegint brao ha freaz evit mad ann nesa ha brasa gloar ann Aotrou Doue. Evelse-bezet-great.
DAOUZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. x.)
————
Neuze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Euruz ann daoulagad a vel ar pez a velit-c’hui. Rak, me lavar d’ehoc’h, eleiz a bropheted hag a rouaned a garje beza guelet ar pez a velit-c’hui ha n’o deuz ket guelet ; ha klevet ar pez a glevit c’hui, ha n’o deuz ket klevet. Ha setu eunn doktor euz al lezenn o sevel enn