Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 276 —

lavar : va Doue, bezet truez ouzinn-me a zo pec’her ! Eur vad bennag a dlie beza great ive a dra zur ; mes, ne zonj ket bruda he oberou santel ; gouzout aoualc’h a ra int anavezet gant Doue. E c’helle beza enn he anaoudegez, brasoc’h pec’herien egethan ; kement-ze ne zell ket outhan, ha ne damall nemethan he-unan.

Diouz hema eo d’eomp kemeret skuer. Pa fell d’ehoc’h pedi, en em izelait ato dirag ho krouer ; ha ma ve sammet ho koustianz, diskleriet ho pec’hejou gant glac’har vraz d’ezho. Neuze ho pedenn a vezo selaouet, hag e viot, mui eged biskoaz, guir vignoun da Zoue. Evel-se-bezet-great.


————