Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 277 —





UNNEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Mark, Chab. vii.)


————


D’ar mareou-ze, Jezuz o pellaat dioc’h Tyr, a ieaz ebiou Sidon varzu mor Galilee, a dreuz eur vro hanvel ann Dek-kear. Hag o tigas dirazhan eunn den bouzar ha mud, her pedet da astenn he zourn var ar rezeudik-ze. Ouz her c’has ganthan a gostez euz a douez ar bobl, Jezuz a lakeaz he vizied e diouskouarn ann den-ze, hag eunn tammik kranch pe halo var he deod. Goude, oc’h ober eur zell varzu ann env, e tennaz eunn huanad, hag e lavaraz d’ezhan : Ephphetha, da chouzout eo, en em zigorit. Ha ker buhan he ziouskouarn a oue digor, he deod distagell, hag e komsaz freaz. Jezuz a zifennaz outho lavaret ger da zen ; mes seulvui e tifenne outho seul-