velan netra o veac’hia va c’houstianz, mes ne lavaran ket evit-ze beza didamall agrenn. Pe ma’r d’eo e guirionez direbech, oa deread d’ezhan c’hoaz diskleria gant ar memez Abostol : Dre c’hras Doue eo ez ounn ar pez ma’z ounn.
Mad, ouspenn ma ro kalz re a dalvoudegez d’ar pezig zo ennhan da veza meulet, ar pharizian zo anat aoualc’h, dioc’h he glevet, e kav d’ezhan beza great peb tra gant he furnez hag he c’halloud he unan ; n’eo dleour ebet na da Zoue na d’ann dud. Hogen, aze e fazi ar c’heaz den, hag e laka he gaera oberou da vont e moged. Guasoc’h a ra c’hoaz marteze o taoler eur zell faeuz var ar publikan, goude beza en em zavet dreist ann holl. Var boez evesaat piz aoualc’h, eleiz a gristenien en em gavo henvel buez ouz ar patron-ze.
Evit ar publikan, stouet he benn ganthan, a ro eur merk sklear a binijenn o skei kalet var boull-he-galoun, hag a