Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 274 —

ar gristenien d’hen ober ive a zesk d’ezho eo eunn dever evit pep unan : Dignum et justum est. Pet anezho koulzgoude a zo lezireg da lavaret bennoz d’ann Aotrou a lakeaz kement a vadou etre ho daouarn !

Ann den-ma en em zioual diouz al laeronsi, ar pec’hed mezuz ha peb dislealdet. Vad a ra ive ouspenn, o iun diou vech er zizun, oc’h ober aluzenn d'ar paour ha d’ann templ beteg dioueret bep bloaz ann degved euz he holl vadou. Kaout a rafec’h kalz kristenien da ober kement all ? Mar oc’h euz hen heuliet e kenver ann traou-ma, guell a ze ; kendalc’hit bepred, ha taolit evez n’ez afe ann oberou-ze da netra evel re ar pharisian.

Hema a lavar beza miret daou pe dri euz ar gourc’hemennou ; mes, mar en deuz torret unan bennag euz ar seiz all, n’eo ket diskarg, pell diouz eno. Goude ne anavesfe beza great pec’hed braz ebet, eo dleet d’ezhan komz evel sant Paol : Ne