Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 273 —

d’ezho klevet ar gentel-ma. Var zigarez ma tec’hont diouz ann dizursiou brasa, ha ma reont eunn nebeut oberou kristen, ec’h en em zavont dreist ar re all, hag e tisprizont ann neb a anavezer d’ezhan eur zempladurez bennag ; ha koulzgoude hema a c’hell beza tostoc’h egetho da galoun ann Aotrou Doue. Sellomp eta ouz ann daolenn lakeat gant Jezuz dirag hon daoulagad.

M’ar deuz abeg da gaout er pharizian, vad zo ive da lavaret anezhan. Mont a rea d’ann templ evit pedi, hag evel-se e kemere skuer dioc’h Hor Zalver ha dioc’h ann Ebestel, a gavet aliez eno oc’h ober ho fedennou. Derc’hel a rea sonj euz ar gomz-ma a lennemp enn Aviel disul : Domus mea domus orationis est, va zi a zo ti ar bedenn. Nag a gristenien o defe ezomm beza skoliet ganthan ! C’hui hoc’h-unan, evit pedi eo ez it ato d’ann iliz ?

Ar pharizian a drugareka Doue, hag

ar beleg bemdez enn oferenn, oc’h alia

18