Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 272 —

pedi ; unan a ioa pharizian, hag egile publikan. Ar pharizian enn he zav a bede er c’hiz-ma ennhan he-unan : Bennoz a lavaran d’ehoc’h, va Doue, abalamour n’oun ket henvel ouz ann dud all a zo laeroun, tud disleal, avoultrerien ; nag henvel ive ouz ar publikan-ma. Iun a ran diou vech er zizun, hag ann deok euz va holl danvez a roan ive. Evit ar publikan, chomet er penn izela, ne grede ket zoken sevel he zaoulagad varzu ann env ; mes, skoi a rea var boull he galoun o lavaret : Va Doue, bezet truez ouzinn-me a zo pec’her. Me lavar d’ehoc’h hema a zistroaz d’ar gear santelaat e skoaz egile ; rak neb en em huela a vezo izeleat, hag ann neb en em izela a vezo hueleat.


Ar Pharizian hag ar Publikan.


Koulz hag enn amzer ma prezege Hor Zalver, hirio ez euz tud hag a rai vad