Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 271 —

diveza, da veza mignoun da Zoue. Deuet e vez neuze ar mare spountuz a gomz anezhan Hor Zalver pa lavar : C’hui am c’hlasko ha n’am c’hafot ket ; c’hui o pezo great fae varnon epad ho puez, ha me d’am zro a rai goab ac’hanoc’h.

Rak-ze ma vemp kuezet er pec’hed marvel, kemeromp buhan ann tu d’en em dizober anezhan. Pa’z eo digor c’hoaz ann amzer a drugarez, hon daelou a binijenn mesket gant goad ha daelou Jezuz a walc’ho neat hon ene. Evelse-bezet-great.





DEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xviii.)


————


Neuze Jezuz a gomzaz c’hoaz enn doare-ma evit eunn darn dud a fizie kalz varnho ho-unan, oc’h en em gaout didamall, hag a rea fae var ar re all. Daou zen a bignaz d’ann templ evit