Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 270 —


Beteg ann deiz diveza, hervez ann Aviel, edo digor ann doriou a drugarez evit Jerusalem ; mes, chomm a reaz dallet. Evidomp-ni, bezomp fuiroc’h, ha klevomp mouez ann Aotrou Doue epad ma teu davedomp gant madelez. Dont a ra, o lakaat hor c’houstianz da rebech d’eomp ar pee’hed ; o tigas eur c’holl braz, eur c’hlenved d’eomp pe d’hon tud ; o skei eunn den direiz bennag euz hon anaoudegez ; dont a ra dre c’hourdrouzou hag aliou mad hor beleien pe hor c’honfesored.

Mes, mar fell d’eomp e guirionez beza espernet deiz ar varn, na zaleomp ket da jench buez ; rak, neb a c’hortoz pred ar maro evit distrei ouz Doue, a en em goll peurvuia. Ne anavezan, eme zant Aogustin, nemed unan, al laer deou, hag a zo en em gonvertiset var he dremenvan. Buhanoc’h, eme zant Visant Ferier, e velfec’h eur c’horf maro o resusita, eged eur pec’her aheurted o tont, enn he glenved