Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 269 —

d’ezhan klevet mouez ann Aotrou Doue, a zeu ken aliez d’her c’helenn. Deuet oa, deiz he vadiziant, da veza templ ar Spered-Santel, ha meur a vech abaoue en deuz great da Jezuz ann digemer a gave euz perz ar Iuzevien ; ia, eat eo gant levenez beteg ann daol zantel. Brema c’hoaz, evit eur guel, pep tra zo brao enn dro d’ar c’hristen-ze. Iec’hed, danvez na kargou huel en deuz ; ann holl a ra he veuleudi ; ha koulzgoude Jezuz a skuill daelou c’huero varnezhan. Perak kement-ze ? Allaz, ar bed ne vel nemed ann diaveaz ; mes, lagad Hor Zalver a lenn e plegou ar galoun, hag a anavez enn den-ze eur gual dech bennag her c’haso d’ann ifern.

Var bet ac’hanomp-ni en defe, siouaz, leac’h da vuela ! Her gouzout a raimp gant eur zell ouz hor c’houstianz. Ouspenn lezel da goll he c’hoad skuillet evidomp, hag ober a raimp-ni c’hoaz fae var ann daelou-ma a garantez ?