Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 268 —

Jezuz a skuillaz eur mor a zaelou, o c’houzout ar reuziou spountuz a iea da ziguezout heb dale.

Abenn nebeut deveziou, ann dud keiz-ze gual genteliet a lakai Mab Doue d’ar maro, hag a rai guasa ma c’hellint d’he ziskibien abalamour ma kavint kasauz klevet ho frezegennou. Ker braz dallentez a c’huezo enn ho eneb kounnar ann envou, ha dourn ann Holl-C’halloudeg ha skoio dizamant ha didruez.

Ia, Jezuz a vel dija ann naoun du oc’h ober d’ar mammou laza ho bugale da zibri, ha kezeg ann enebourien beteg ho c’hof er goad a ruillo dre ruiou ar gear baour, pa vezo kemeret gantho. Kement-ze a ra d’ezhan guela dourek, rak, karet a rea Jeruzalem, ha c’hoanteat en divije pellaat diouthi eur blanedenn ker skrijuz. Mes, allaz, ober a ra skouarn vouzar ouz holl guzuliou he Zalver.

Mad, henvel aoualc’h ouz ar gear rezeudig-ze eo ann ene kristen pa ne fell ket