Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 257 —

Klask a reont eta troidellerez, evel a ra ann drouk-spered, a ia avechou da ermit, evit easoc’h touelli ann neb ne daol ket evez outhan. Ia, dioc’h kuzul ho c’habiten, boaz ato d’en em guzat, ec’hiz ann aer e mesk ar bokedou evit flemma heb beza guelet, ann dud-ma a dremeno, mar gellont evit kristenien vad. Ober aluzenn, mont d’ann oferenn, ha kalz traou evel-se a raint koulz ha peb unan ; ho c’homsou a zo dousoc’h eged ar mêl ; ne c’houlennont nemed beva e peoc’h gant ann holl. Koulzgoude, etrezho hag ar re o deuz karg a berz Doue da c’houarn ha da hencha ann eneou, ez euz eunn tammik ienien ; mes, « n’eo ket souez, emezho ; rak ni a gar ann urz-vad hag ar relijion, hag a zo glac’haret pa glevomp ar re-ze o prezeg evel ma reont ; laza ar feiz ha lakaat reuz enn hon touez, netra ken ne raint siouaz ! »

Piou ne gemero ket ann dud-ze evit

sent ? Piou n'en devezo c’hoant da veza

17